Work Text:
Pa erruas en o rouantelezh, Celegorm ha Curufin a reas da Luthien degemer mat, o touiñ ne ouzent netra eus troioù kaer hag enklaskoù Beren, na pelec'h e oa. Gevier e oa avat, da vezañ komprenet ganti diwezatoc'h, hag en o c’halon e talme ur gwall c’hoant da zerc'hel anezhi evito o-unan, evel ur silmaril oc’h entaniñ gwarizi hag emgarentez e kalon mibien Fëanor.
Dre chañs da Luthien, unan bennak en Arda a welas he gwalleur hag a zivizas he sikour.
Huan a oa ur mell loen blevek ha bras, ramzel, galloudus, ha jentil-kenañ.
E galon a rannas gant kened ha poanioù an elfenn hanter-maia.
Sikour anezhi a oa d’ober.
Neuze e c’hortozas betek kreiz an noz, e lec’h ma oa o tiwall, astennet dirak he dor, a-raok mont e-barzh da zihuniñ anezhi.
Huan n’oa ket komzet biskoazh met an noz-mañ e voe profet ar gallout-se dezhañ.
Digeriñ ha bountañ war an nor a reas gant e fri. Dont a reas e-barzh ar gambr didrouz, oc’h ober e seizh gwellañ evit chom hep spontañ anezhi. Ar pezh mell ki a gleve an elfenn oc’h alaniñ dousik. Lammat a reas war ar gwele, kalz skañvoc'h eget e bikol korf en defe lakaet da grediñ, hag e lipas he jod, o klemmichal didrouz.
Luthien a fiñvas, met ne zihunas ket.
Frotañ a reas e benn ouzh he dorn, ha framm ar gwele a gwikas hag a grennas un tamm.
Luthien’s a zigoras he daoulagad, ha gwilc’hañ, ha sellet outañ hep diblouzañ.
Ken koant e oa gant he blev du, skuilhet war ar goubenner en-dro d’he fenn, e sklêrijenn al loar.
Seblant a reas kompren diouzhtu e oa ezhomm da zerc’hel peoc'h.
“ Petra ‘zo?” e huanas, o flourañ penn Huan.
“ - Dav deomp mont. Fenoz.” a respontas ar c’hi, gant gerioù, evit ar wech gentañ en e vuhez.
“- Petra zo kaoz?” a lavaras Luthien, ne seblante ket re souezhet o klevet ur c’hi o komz.
E gwirionez, an hanter diouti o tont eus Melian en doa roet dezhi donezon a eskemm gant an natur a bezh, e pep doare war-bouez gerioù. Ma c’helle komz gant al loened bremañ e roe kalz plijadur dezhi.
Mall en e vouezh, Huan a zisplegas penaos e oa Celegorm o klask derc’hel warni evitañ e-unan, ha penaos en doa komzet gant Beren, pa oa tremenet dre amañ, o c’houlenn sikour .
Pa glevas anv he muiañ-karet, daoulagad glas Luthien a skedas gant stered diniver.
Sevel raktal a reas, ha tapout he sac’h gant an nebeud traoù a oa dezhi. Dindan pemp munutenn e oa prest da vont, gwisket ganti ur sae glas teñval o kouezhañ betek al leur, he dañvez oc’h hiboudiñ pa floure ar plañchod.
Kalonekaet e tiskoueze bezañ.
“ - Deomp dezhi hepdale .” eme Huan, a daolas ur sell en trepas da welet ha ne oa den ebet o tremen.
He bizied war an dornell ganti, Luthien a baouezas evit ur frapadig, ha hi sell ouzh ar c’hi, ha goulenn digantañ:
“ - Perak emaoc’h o sikour ac'hanon ‘ta? ”
“ - Priñsez, ma mestr eo Celegorm.” a respontas Huan, o tistreiñ er gambr hag o sell ouzh Luthien gant aked. “ Evidon da garout anezhañ, e welan sklaer evel lagad an naer eo bet direizh ha kriz davedoc’h. Livet en deus gevier deoc'h, ha bremañ e faot dezhañ rediañ ho tad da reiñ e asant deoc’h da zimeziñ gantañ. N’eo ket un den mat evidoc'h. Kalz re goant, fin ha leal oc’h-c’hwi evitañ. Anavezout a ran anezhañ mat hag abalamour da se e lâran deoc'h, dav eo deoc’h mont, hag hep gortoz. Ho pet fiziañs ennon. Dont a rin ganeoc'h.”
Kammañ he genoù a reas Luthien, ha ne lâras grik. Digeriñ a reas an nor didrouz.
“ - Ezhomm m’eus da gemer ma mantell avat.
Gouzout a ran pelec'h emañ.” eme Huan, met e e zaoulagad melen e lufre pres ha distres.
Heuliañ an trepas a rejont ha pignat gant tri estaj, o chom ken didrouz ha tra. Luthien a zalc’he war hec’h alan, ha klevout a rae he c'halon o talmiñ kenañ. Huan a ziskouezas un nor, ha hi a droas an dornell.
En en gavout a reas en ur gambrig teñval du-pod, leun a zilhad.
E foñsig-foñs ar gambr strizh e welas he mantell burzhudus, ha pakañ anezhi, hag he lakaat en-dro dezhi. Frealzet e voe diouzhtu.
Pa ‘z eas er-maez ar gambrig, e welas Huan o c’hortoz-dic’hortoz, e lost o fistouliñ gantañ didrouz. Galoupat a rejont o tiskenn gant an diri, hag an trepas, ha tremen dre meur a gambr goullo ha prennañ meur a zor a-dreñv dezho buan, gant spont hag anken o nijal war o lec'h.
Ur wech erruet war geot flour al liorzh, ha dirazo ar c’hoad teñval divent, alan a zistroas en o skevent gwasket.
“ - Ne baouezimp ket a raok tarzh an deiz, da nebeutañ.” a urzhias ar pezh mell ki, ha eñ splujañ en deñvalijenn dizale.
Mont d'he heul a reas Luthien.
